camera FOND GRISVIDÉO SOUS-TITRÉE EN BRETON

 Les élèves de la Maison Familiale Rurale de Landivisiau échangent avec des professionnels des métiers du cheval. Interview.

Skolidi ar Maison Familiale Rurale Landivizio zo bet é kaozeal gant tud é labourat war-dro ar c’hezeg. Artersadenn.

Boujal kalz eo ar pezh a blij din ar muiañ en va micher. E penn kentañ ar sizhun e vezan war troiad ar c’hezeg yaouank. En dibenn sizhun e werzhan va marc’hadourez ‘pad ar c’honkourioù, un tammig peplec’h e kornog ar vro.

Peseurt studi ho peus graet ?
Gounezet em eus ur BEP hag ur Bac Pro CGEA e skol MFR Landi. War-dro ar c’hezeg e c’heller labourat a-drugarez d’ar studioù-se mes ivez el labour douar un tammig.

Peseurt alioù fur a c’hellfec’h reiñ deomp ?
Un ali simpl : bezit sur eus ho taol araok en em lansañ en ur raktres. M’ho peus c’hoant labourat gant ar c’hezeg, ret eo deoc’h kaout ur rouedad tud, niveroù telefon, chomlec’hioù…